Kevredigezh Ségou-Breizh

     
 
E miz even 2002 ez eus bet krouet ur gevredigezh gant tud eus ar Roc'h Morvan hag a zo bet kelennerien e Segou 47 bloaz'zo. 128 ezel a zo enni dija d'an deiz a hiriv.

Lik hag dibolitik eo ar gevredigezh " Segou-Breizh ".

Sikour a ra dirroadur ar raktresoù tud bro Mali ha dreist-holl tud ar c' hêriadennoù Garo-Minankofa ha Sirakoro er pevare rannvro SEGOU. An dra-se a c'hell lakaat anezho da vezañ oberourien o dirroadur , war dachenn an dour, ar produiñ, ar c'helenn, hag ar yec'hed.


Labourerien-douar bambara kristen eus Minankofa o deus dibabet mont
asambles gant ar gériadenn amezeg musulman Bozo eus Garo evit o raktres.
Ur gevredigezh nemeti anvet " Sini Nîesegui Ton" a zo bet krouet.
Homañ a zo mestr war sevel ha seveniñ ar raktres.

tJr gevrenn yec'hed a zo bet krouet gant ar c'huzul administrasion e miz du diwezhañ. E Bamako e kendalc'h ur raktres kroget 10 bloaz 'zo gant ur surjian eus Kemper.

Ober ar gevredigezh:

-Graet eo bet meur a gefridi yec'hed e Bamako
-Degaset eo bet pakadennoù louzoù ha osthilhoù-medisinerez e Bamako
-Kroget eo toulladur ur puñs e Minankofa-Garo
-Toullañ hini Sirakoro a zo ragwelet
-Great eo penn-kentañ saverezh ur skol daoù glas
-Ur c'hontenner evit an hou oberoù a zo war ar stem

Evit mont e darempred ganeomp:
Lec'hienn internet : http://perso;wanadoo.fr/ludu29/Segou-breizh/
PeIlgomz 02.98.20.44.03 fax 02.98.20.45.99.
Email :