L’AIDE PAR LE LIVRE

 

Skoazell-levr, ur mennozh ijinet e-kerzh Gouel Yaouankiz
Segou, ur gêriadenn a vro Mali. Labour a zo d'ober: sevel ur skol, kaout dour... Breizh : anavezout a rit. Ha Segou-Breizh ? Ur gevredigezh vihan eus kostez Landerne, a glask abaoe bloavezhioù sikour an dud du-se, gwellaat o yec'hed. Dont a raio Jean Pichon, ar prezidant, betek Kastell Nevez ar Faou, da ginnig o labour.

Plijout a ra deoc'h lenn. Pre-nafi a rit levrioù ha derc'hel a riî anezho goude, poan ganeoc'h stlepel anezho. Ha ma rofec'h d'al levrioù-se ur vuhez all ? Ha ma rofec'h anezho d'ur gevredigezh, Segou-Breizh ? Int-i a werzho anezho d'ur priz dereat. Ar gounid a vo bet graet a servijo da gas da benn labourioù 'zo e Bru-Mali. Setu mennozh « Skoazell-Levr», ur prantad reifi-gwerzhan levrioù a eil-dorn bet boulc'het e-kerzh gouel Yaouankiz ar bloaz paseet. Laouen e oa bet tud Segou-Breizh, ha ken laouen all tud Keit Vimp Bev: graet e vo en-dro ar bloaz-mañ.

Aozañ mat

Evit ma vefe talvoudus e kinnigomp d'an holl re a fell dezho en em zizober ouzh o levrioù kas kelou en a-raok, o lâret, dre vras pet levr emaint e soñj degas ganto, evit ma c'hellfe Segou-Breizh staliañ ar stand en ur doare dereat. Degaset e vez da soñj d'an holl e rank bezañ al : levrioù
e stad vat evit ma c'hellfent bezañ gwerzhet en-dro. Evel-se e vez kontant an holl: ar roerien o deus ar blijadur da reiñ oberennoù ha marteze da doullañ kaoz gant ar prener, hemañ en deus ul levr marc'hadmat. Segou-Breizh a zastum arc'hant hag an holl, asambles, ho deus ar santimant da gaout ur spered kenskoazell en urziwall a foraniñ marc'hadourezh. Gant Segou-Breizh e teuio ivez marc'hadourezh a brenont er Mali hag a werzhont war ar standoù: lienaj, taolennoù. An holl c'hounid a ya, ur wech c'hoazh, evit gwellaat stad ar Valianed


Ur skol e kêr Segou.



 
 



L’AIDE PAR LE LIVRE
UN PROJET INITIE POUR LA FÊTE DE LA JEUNESSE ( Dim.21 Mai 2006 Chateauneuf du Faou ).

Ségou, une ville du Mali. Il y a du travail à réaliser : construire une école, trouver de l’eau. Breizh (Bretagne) vous connaissez. Et Ségou-Breizh (Ségou-Bretagne). Une petite Association des environs de Landerneau qui cherche depuis des années à aider ces gens-là à améliorer leur santé. Jean PICHON, le Président, viendra jusqu’à Chateauneuf du Faou, parler de proposer leur travail.

Vous aimez lire. Vous achetez des livres et vous les conservez après, vous avez du mal à les jeter. Et si vous donniez à ces livres une seconde vie ? Et si vous les donniez à l’Association Ségou-Breizh ? Celle-ci les vendra à un prix convenable. Le bénéfice qui sera retiré servira à mener à terme des travaux entrepris au Mali. C’est là le projet « Aide par le livre », une étape de dons ventes de livre de seconde main, ce qui a été commencé lors de la fête de la Jeunesse de l’an dernier. Heureux avaient été les adhérents de Ségou-Breizh et aussi ceux de « Tant que nous serons vivants ». On remettra cela cette année.

Bien préparer.
Pou que cela soit valable, nous proposons à tous ceux qui veulent se débarrasser de livres et nouvelles de dire à l’avance combien d’ouvrages ils pensent emmener avec eux, pour que Ségou-Breizh puisse prévoir un stand de dimensions convenables. On fait songer aussi à tout ce qui convient pour ces livres : être en bon état pour qu’ils puissent être revendus. Ainsi tout le monde sera content : les donateurs qui ont plaisir à donner des ouvrages et peut-être à engager la conversation avec l’acheteur qui obtient un livre à bon marché. Ségou-Breizh récolte l’argent et tous ensemble ont le sentiment d’avoir un esprit d’entraide en surveillant et prodiguant la marchandise.
Ségou-Breizh amènera aussi de l’artisanat acheté au Mali et qui sera vendu sur les stands : bogolans, tableaux, objets divers. Tout le bénéfice va, je le redis une fois de plus, pour améliorer la qualité de vie des Maliens.

( Traduction par Michel FICHOU de l’article paru dans l’hebdomadaire YA N°41 du 17 mars 2006 et publié aussi sur le site de Ségou-Breizh en breton.)