ROUD war zu an diwyezheg
abaoe va yaouankiz beteg oad va leve
hag kevredigezh "Ségou-Breizh"

Par michel Fichou



 
.  
 
 

 

 
      D'ar yaou pevar ar viz c'hwevrer paseet, tro am'euz bed e Bannaleg, komz war ar roud a n'euz kased ahanon abaoe va yaouankiz beteg oad va leve, hag penaoz oun deud da heul da krouiñ, gant mignoned a Roc'h, eur gevredigh anved "Ségou-Breizh".  
     
 

Setu amañ, dindan, petra am'euz konted d'an dud a oa deud da silaou va divoudou a-brepos ar diwyezheg implijed en deskadurez e bro c'hall hag en Afrika , hag prezegenn an intron Favreau diwar ben ar memez kuden e Korsika. E Penn ar Bed, o labourad egiz ensellerien an Deskadurez Stad, karged gand enseller Akademiez Kemper e ober war-dro ar guzulerien hag ar gelennerien a oa o skoliañ ar re yaouank e brezhoneg, asamblez om ni bed o daou
Da oa din konta penaoz oun bed saved gant div yezh vamm, ar galleg hag ar brezhoneg. Gand an tad hag ar vamm-dumañ, er ger, dirag o bugale, peogwir a sonjal dezho eo ar galleg a roche deomp diwezatoc'h eur micher vad, ne veze implijed nemed ar galleg, Pa oa da harza ar bugale da gompren oa implijed ganto ar brezhoneg.   

 
     
 
Euruzamant, va mamm goz ne ouie tamm ebet galleg hag brezhoneg a oa nemedken. pa kompze. Euruzamant, touesk ivez va c'hamaraded skol kazimant an oll a kaose brezhoneg war ar leur skol daoust d'ar simbol roet gant eur pinijenn d'an abardaes d'an hini n'doa dalhet da ziweza ar sin fall se, sin ar plouk, sin an hini a komze brezhoneg pe galleg saout ! Euruzamant, e oan atao o mac'hata en o yezhkliantes va zad ha mamm, koñversanted e bouourc'h Gwiglan. Saved oun bed, aes eo da koumpren, e Bro Leon, e douar ar Veleien ,en ilizou ar c'hategiz hag ar prezegennou oa gret ivez evel just e brezhoneg... Setu, e mod-se , hep soñjal, egiz eur yezh vamm a m'eus desket ar brezhoneg, kasimant e memez mod eged ar galleg.
 
     
 
Da heul, abalamour, gav din, e oan divyezheg,latin, gregac'h, saosneg, m'eus desket hep diaesamant..Ne oant ked koulskoude ganet gant muia spered , mes kemered oa ganen ar boas paseal heb soñjal e galleg pe e brezhoneg.... Pa vez desket abred, araog nao bloaz meur a yez, vez aes da houde deski leiz a yezhou all... Er mod - se m'eus desket ar bambara er Mali, tammou arabeg er Maroc, an oksitaneg e Lot et Garonne pa oan enseller en departamant-se.
 
     
 
Med petra a chom din euz a yezhou-se en devez a irio ? Ar gozni, nebeut gwechennou kaout tud da komz er yezhou-se, ar memor disterraet... Tamm a tamm, hag dreist-oll ar geriou, a zo o von kuid... Chom a ra ganen koulskoude ar bolontez rei tro d'ar yezhou koz ... Ma vichen kolled, a viche neuhe kolled eun tenzor ar bed !
 
     
 
Selom bremañ petra deue da veza, pa oan o labourad, ar yezhou hag ar sevenaduriou fass da va micher ?Goude va goñje great er Gabon, oun bed anved egiz skolaer hag rener skol e Ségou, eur ger eus ar Soudan Français, trevadenn er poent-se, hag a zo deud irio da veza ar Mali.. Kazimant nemed skolidi lived du em boa... En heulia ar programmou ofissiel, da oa din diski deon e galleg " Nos ancêtres les Gaulois étaient grands, blonds et avaient les yeux bleux ! " Gantar vez ! Kazimant deustu a m'eus desked evid va unan da komañs hag da vugale da heul istor ampiriou koz ar Mali, Aoudaghost, Tekkoror, hag andeniou meur ha bruded an Afrika... Er memez amzer a oa desked ganen ar yezh bambara a komzan atao eun tammig bihan en devez a irio... desket anter kant bloaz zo ! Pa soñjan er poen-se, en em gulennan perag gouvernamant ar France a gulenne sevel ar skolaerien e galleg nemet ken, hep ger e bed e bambara, en eur gourdrouss e sort-se e galleg ... Ar mod kelenneriezh-se, er skoliou publik hag dreist-oll er skoliou diwan vez divenned irio ablamour a viche lezenn diazez ! Gwirionez en tu mañ d'ar Pireneou, gaou en tu all ! Ar gourdoura e galleg m'eus implijet pa oun me bed egiz kenoberour en Afrika, kelenner da goumañs, enseler da houde... Ar gelenneriezh-se oa da heulia partoud en Afrika, er skoliou e lec'h a oa kenoberourien. Laboured e m'eus gant va gwreg , skolaerez a oa ivez, er mod-se e meur a vro : Mali ; Maroc ; Tchad ; Mauritanie ; Gabon...
 
     
   Araog dond da veza enseller m'eus bed da baseal meur a examinou ha da ziskouez eur c'hounskrid war eur danvez emoa dibabed. Choazed a oa ganen : da eo evid deski lenn, diski er skoliou Breiz-izel div yezh ! Ar stummerien a oa en dro deomp e n doa lavared din : ober kazeg a ri gant eun danvez egiz se. ! Dirag eur rummad pem enseller braz, kuzulerien Ministr an deskadurez, m'euz divenned mad awalac'h, gav din, an avantajou hag ar red deski devyezh er skoliou e bro Gall, e lec'hiou a oa posub...Ben a fin, memestra, anwed oun bed enseller an deskadurez stad !  
     
  Petra m'eus great bwarlec'h pa oan deud da veza enseller ?
Pa oan e post e Montroulez, sined eo bed, d'ar seiz ar viz genver 1975, gant an oll ensellerien Pen ar Bed, ar diskleriadur mañ:"Me zo a du evid ma vo kelenned ar brezhoneg er skoliou vamm hag er skoliou kentañ derez ..."
 
     
  Er Maouritani, bro e lec'h m'eus saved eur skol da krouiñ an ensellerien kentañ ar bro-se, e m'eus saved ganto, touesk traou all, eur fesson da zeski lenn e ouolof...
Pa oun bed anwed e Kastellin , ase oan ivez e karg skol div yezh Sant Rivoal, , gant an Introun Favreau, ensellerez evid ar skoliou mamm e Kemper, e karg eus an deskadurez e brezhoneg hag e karg ivez da sterniañ ar guzullerien kelennerezh e brezhoneg evid oll Penn ar Bed.
Enseller e Brest, m'eus digored eur skol publik divyezh e Landerne.
Er Gabon, er penn eur mennad newezerezh ar skoliou kenta~derez, m'eus kinniged d'ar Pennou Bras ar Vro-se, krouiñ pevar ti-skol evid stumma ar vistri skol , da veza gouest deski lenn d'ar vugale e yezh penna o rann-vro.
 
     
  Distroet e France, anwed e Kernevez/lot (villeneuve/Lot) e roañ lañs d'an oksitan, aotred gant ar Lezenn Deixonne egiz meur a yezhou komzed e bro c'hall. Kouskoude an aotrouniez akademiez n'in ked a du evid an dra-se... Med ar lezenn zo dieuzh va zu ! Peded d'eu C'hendalc'h gand difennour an Oksitan oun receved er yezh se a oa komprened ganen.. An devez war lec'h war ar gazetten lec'hel e oa skrived :"eun enseller brezhoneg deud da skouazella an occitan !" Foug braz zo bed ganeme en devez-se. Koulz lared ar Rektor Akademiez Bourdel hag an enseller Akademiez Agen, peded da zond , heb digarez, ne oan ke deud d'ar C'hendalc'h.  
     
  Dindan Deskadurez ar Stad, e vin kased da echui va reuz e Sant Andrè en Enez ar Reunion.. Er skoliou, e kavan traou spontuz: " on tadou-kozh, ar Galianed....frisennou istorel diskouezañ an istor ar France abaoe ar Romaned, Karl ar Bras, .. med nentra diwar ben ar kavidigezh an enez gant an Arabed (Diva Morgabiu vo roed ganto giz anw kentañ), da c'houde gant ar Potugaleg Pedro de Mascareñas (a-belec'h an anw "les Mascareignes roed d'an enezou Réunion, Maurice, hag Rodrigues..),.... ben a fin nentra memes war okupassion kentañ an enez, tri hant bloaz benag a oa nemet ken :araog ne chomfe ase eun den benag... Diouzhtu a m'eus goulenned ober chañchamanchou braz en oll skoliou. Laked wa berz war o yezh. A darre, diwar ben al lezenn Deixonne a m'eus komzet....!  
     
  Soñj mad m'eus atao eur marvailh enengaved pa oan oc'h ober va ensell diwezad en eur c'hlass dalc'hed gant eur skolaer kreol. E komz e oa war ar sujañ ... Pa oa echued ar gentel, eun emzivis a zo be staged tresom daou.:
- " Gweled a vez deustu out eur skolaer a fesson vad; dispaked mad eo bed ar kentell kentañ -se war ar sujañ... med eur c'huzul a roan did memestra. Moyen zo atao gwellad an traou ? Ar gentel-se viche pased mad awalac'h e Paris, pe e Brest, pe e Marseille... med o bugale zo kreoled en Enez Réunion ! Setu eo da did dalc'h kont eus an enmdro hag eus ar yezh komzed gand an tud o chom amañ!..
- Daousta miche ar gwir amañ er skol implij va yezh ?
- Ya, sur... Da eo did implij an hini a vez implijed aliesa gand an dud e maez d'ar skol !
- Mez penaoz ober ?
- En da blass, e miche skrived war an daolenn traou e-giz mañ e Kréol hag e galleg, keñver - ha - keñver:
" Demain, il faut que j'aille à Salazie.../.. i fo mi sa va Salazie... "
 
     
  ha, da heul, e memez mod an oll skweriou o peuz implijed.. Neuze islinenna ar verbou e miche goulenned... Sellid mad... pestare c'hemm a zo etre ar verbou-se ?
- Va yezh a zo eur yezh touesk a re dindannañ ! Sujañ e bed e Kreol !
- Chom sioul, meus lavared dezañ . O kunujennañ va yezh, ar brezhoneg e maout ! Daousta ouezez perag n'eus ed tamm sujan ebed er Kreol ? Abalamour o yezh a zo deud evid eun tamm gant ar martoloded breiz deud amañ pad an okupassion kentañ an Enez gand ar C'hallaoued ! Nompas kaoud eur sujañ, zo, me gav din, eun dra vad. Ni a oar atao petra ober, heb arvar tamm ebed.. Ni zo tud a penn kaled, tud a bolontez ! C'hwi ivez emichañs !... "
A neuze, ar gelenner hag an enseller o c'hoarzin asamblez !
An devez war lec'h, eo deud ar skolaer - se da gas din leun a Varzhonegou skrived gantañ e Kreol !
 
     
  Bremañ oun e Roc'h Morvan o chom, deud war va leve: nebeud - ha - nebeud teu ar gozni. Aliesa posub vezomp o bourmen; Eur vech, mod-se, emaomp ed, va c'hreg a me, betek ar Mali ober eur seurt perc'herinaj. Eur vech distroet d'ar ger, gand leun a Vignoned, e be saved eur kevredigezh anwed "Ségou-Breizh". Chikour a vez roed ganeomp d'an dud da sevel eur skol kevredig, Pestare yezh vo implijed ganto evid sevel ar vugale ? Lavared zo bed deo taol evez: bambara ha galleg da heul, pe bambara ha galleg asamblez, pe nemed galleg, yezh ofisiel ar Mali ? Da eo deo dibab war ar gudenn vras - se !
Nao a vugale vihan zo ganed en o familh. An daou vihanna ne komzon din nemed e brezhoneg.
War Sit Internet Ségou-Breizh, eo diskhuzed e bambara, brezhoneg, galleg hag saozned eo bed ar kevredigezh !
 
     
  Aliesa posub ian da ober pennadou-kaoz e brezhoneg er radio pe er pell-welerez evid viche taoled evez d'ar gevredidigezh hag diven ar Brezhoneg...
 
     
 

Skrived e Roc'h Morvan, d'an euneg ar viz c'hwevrer 2004.
Michel FICHOU
Enseler a enor an Deskadurez Stad
Ofisier ar Palmou Akademiez
Presidant ar Gevredigezh SEGOU-BREIZH.